Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 3:7
18 Referencias Cruzadas  

Hag e kasas meuzioù dezho azirazañ, met lodenn Benjamin a oa pemp gwech vrasoc'h eget al lodennoù all. Evañ a rejont, hag e laouenajont gantañ.


Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.


D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,


hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den.


Ober a reer predoù evit laouenaat, ar gwin a ro plijadur d'ar vuhez, met an arc'hant a respont da bep tra.


Ha ne vije netra gwelloc'h evit un den eget debriñ hag evañ, ha lakaat e ene da vezañ laouen e-kreiz e labour? Gwelet em eus ivez e teue kement-se eus dorn Doue.


Setu perak em eus meulet al levenez, dre ma n'eus netra gwelloc'h evit an den dindan an heol, evel debriñ, evañ ha laouenaat. Kement-se eo ar pezh a vano gantañ eus e labour e-pad deizioù e vuhez a ro Doue dezhañ dindan an heol.


Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Evel ma oa laouen o c'halon, e lavarjont: Galvit Samzun ha ma c'hoario dirazomp. Gervel a rejont eta Samzun hag e tennjont anezhañ eus an toull-bac'h, hag e c'hoarias dirazo. Lakaet eo bet etre ar pileroù.


Evel ma laouenae o c'halon, setu tud kêr, mibien an droug, a gelc'hias an ti, a skoas war an nor, hag a gomzas ouzh an den kozh, mestr an ti, o lavarout: Laka da zont er-maez an den a zo aet ez ti, evit ma'c'h anavezimp anezhañ.


Azezañ a rejont eta hag e tebrjont o-daou, hag ec'h evjont, ha tad ar plac'h yaouank a lavaras d'an den: Mar fell dit tremen an noz, da galon a vo laouen.


An den a savas evit mont kuit, eñ gant e serc'h hag e servijer. E dad-kaer, tad ar plac'h yaouank, a lavaras dezhañ: Setu bremañ e tiskenn an deiz, an noz a dosta, tremenit amañ an noz; echu e vo an devezh, chom amañ, ma vo laouen da galon; warc'hoazh e savot abred da vont kuit, hag ez i da'z teltenn.


Hag e tiskennas d'al leur, hag e reas kement en doa gourc'hemennet he mamm-gaer.


E-kreiz an noz an den en doe aon hag en em blegas, rak setu ma oa ur vaouez gourvezet ouzh e dreid.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos