6 Hag e tiskennas d'al leur, hag e reas kement en doa gourc'hemennet he mamm-gaer.
Ester ne zisklêrias ket he fobl nag he ganedigezh, rak Mardoke en doa urzhiet dezhi na zisklêrje netra.
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Va mab, selaou kentelioù da dad, ha na zilez ket kelennoù da vamm,
C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.
E vamm a lavaras d’ar re a servije: Grit kement a lavaro deoc’h.
Hag e lavaras dezhi: Me a raio kement ac'h eus lavaret din.
Boaz a zebras hag a evas, hag e galon a voe laouen; mont a reas da gousket e penn ur bern dremmen. Hi a zeuas goustadik, a zizoloas e dreid, hag en em c'hourvezas.