Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.
Adlezenn 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mard eo kavet, er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc'hennañ, un den lazhet astennet en ur park, hep gouzout piv en devo e lazhet, |
Hag e lavaras: Petra ac'h eus graet? Mouezh gwad da vreur a gri eus an douar betek ennon.
An dud lorc'hus ne zalc'hont ket dirak da zaoulagad; kasaat a rez an holl vicherourien a zireizhder.
An den a zo karget gant gwad unan all a dec'ho betek ar poull, ra ne zalc'ho den anezhañ!
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.
Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d’egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
evit na vo ket skuilhet gwad didamall e-barzh ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evel hêrezh, ha ne vi ket kablus a wad.
Koulskoude e tistruji hag e troc'hi ar gwez ma c'houzout n'int ket gwez o reiñ boued; hag e savi ganto ramparzhioù a-enep ar gêr a rez outi brezel, betek ma kouezho.
da henaourien ha da varnerien a zeuio da vuzuliañ an hed adalek an den lazhet betek ar c'hêrioù a zo en-dro dezhañ.
En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.