La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Setu amañ gwirioù an aberzhourien digant ar bobl, digant ar re a ginnig un aberzh, pe kole pe oan, roet e vo d'an aberzhour ar skoaz, an div javed, ar c'hof,

Ver Capítulo



Adlezenn 18:3
7 Referencias Cruzadas  

Hag e santelai ar bruched evel prof hejet hag ar skoaz evel prof savet, kement a zo bet hejet ha kement a zo bet savet eus an tourz a ouestladur, eus ar pezh a zo evit Aaron hag eus ar pezh a zo evit e vibien.


Kement-se a vo evit Aaron hag evit e vibien dre ur gourc'hemenn peurbadus a-berzh mibien Israel, rak ur prof savet eo. Kement-se a vo ur prof savet a-berzh mibien Israel en o aberzhoù a beoc'h; o frof savet a vo evit an AOTROU .


goude kuzh-heol e vo glan, hag e tebro traoù santel, rak e voued eo.


Kement-mañ ivez a vo dit: ar profoù savet kinniget a-douez an holl brofoù hejet eus mibien Israel; o roet em eus dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Piv bennak a vo glan ez ti a zebro diouto.


Roet em eus dit ar wellañ lodenn eus an eoul, ar wellañ lodenn eus ar gwin hag eus ar gwinizh, o frouezh kentañ a ginnigint d'an AOTROU.


Kinnig a ri da loskaberzhoù, kig ha gwad, war aoter an AOTROU da Zoue; gwad da aberzhoù all a vo skuilhet war aoter an AOTROU da Zoue, hag e tebri ar c'hig.