Adlezenn 12:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 Kinnig a ri da loskaberzhoù, kig ha gwad, war aoter an AOTROU da Zoue; gwad da aberzhoù all a vo skuilhet war aoter an AOTROU da Zoue, hag e tebri ar c'hig.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.
Lazhañ a raio ar c’hole dirak an AOTROU; an aberzhourien, mibien Aaron, a ginnigo ar gwad hag a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi, ouzh digor teltenn an engalv.
Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.