Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Adlezenn 18:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N'o devo ket hêrezh e-touez o breudeur, an AOTROU eo o hêrezh, evel m'en deus lavaret dezho. |
Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
C'hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac'hanoc'h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioù ar broadoù, hag e viot goloet eus o gloar.
Hag o devo un hêrezh: Me eo o hêrezh. Ne roiot dalc'h ebet dezho en Israel, Me eo o dalc'h.
An AOTROU a lavaras da Aaron: Ne vo hêrezh ebet evidout en o bro, ne vo lodenn ebet evidout en o zouez, me a vo da lodenn ha da hêrezh e-touez mibien Israel.
Te ha da vibien ganit a viro ar servij evel aberzhourien e kement a sell ouzh an aoter hag ouzh ar pezh a zo e diabarzh ar ouel, ho servij e vo. Reiñ a ran deoc'h ar velegiezh, ar servij roet deoc'h eo. An diavaeziad a dostaio a vo lakaet d'ar marv.
Setu perak n'en deus Levi na lodenn na hêrezh gant e vreudeur, an AOTROU eo e hêrezh, evel m'en deus lavaret an AOTROU da Zoue dezhañ.
Ha ne voe ket roet a hêrezh da veuriad Levi; ar profoù graet dre an tan d'an AOTROU Doue Israel a voe e hêrezh, evel m'en doa lavaret dezhañ.
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,