An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.
Adlezenn 18:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a lavaras: Komzet mat o deus. |
An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.
An Aotrou AOTROU en deus digoret va skouarn, ha ne'm eus ket enebet, ne'm eus ket kilet en a-dreñv.
Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.
Me a savo dezho ur profed eveldout a-douez o breudeur, hag e lakain va c'homzoù en e c'henoù, hag e lavaro dezho kement a gemennin dezhañ.
Ha bremañ, perak e varvfemp? Rak an tan bras-se a guzumo ac'hanomp! Mar klevomp c'hoazh mouezh an AOTROU hon Doue, e varvimp.
An AOTROU a glevas trouz ho komzoù pa hoc'h eus lavaret anezho. An AOTROU a lavaras din: Klevet em eus trouz komzoù ar bobl pa o deus lavaret anezho, mat eo ar pezh o deus lavaret.