na da gemer tra ebet, d'an deizioù sabad ha d'an deizioù santelaet, eus pobloù ar vro a zegas marc'hadourez ha traoù a bep seurt evit o gwerzhañ, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.
Adlezenn 15:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu penaos e vo graet an ehan: M'en devo prestet d'e nesañ ur c'hredour, en em zistardo eus e wirioù, ne hasto ket e nesañ pe e vreur pa vo bet embannet ehan an AOTROU. |
na da gemer tra ebet, d'an deizioù sabad ha d'an deizioù santelaet, eus pobloù ar vro a zegas marc'hadourez ha traoù a bep seurt evit o gwerzhañ, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.
Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.
Evel n’o doa ket peadra da baeañ, e tiskargas anezho o-daou eus o dle. Lavar din eta pehini anezho en karo ar muiañ?
Bez' e c'helli hastañ an diavaeziad, met diwar-benn ar pezh a zo dit gant da vreur, en em zistardi eus da wirioù.
Moizez a roas urzhioù dezho o lavarout: E diwezh bep seizh vloaz, e-pad lidoù ar bloavezh-ehan, da ouel al logelloù,
rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.