Adlezenn 13:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a-douez doueoù ar pobloù a zo en-dro, tost pe pell, adalek penn an douar betek dibenn an douar, |
Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:
An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer holl bennoù ar bobl ha kroug dirak an AOTROU, a-dal d'an heol, evit ma tistroio gwrez kounnar an AOTROU diouzh Israel.
Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,
n'asanti ket dezhañ ha ne selaoui ket anezhañ. Da lagad a vo didruez, n'esperno ket anezhañ, ne c'holoi ket anezhañ,
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .