Abdia 1:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da vrezelourien a vo spontet, o Teman! Lamet e vint holl eus menez Ezaü gant al lazhadeg. |
Ha tri eus mignoned Job, Elifaz eus Teman, Bildad eus Shuak, Zofar eus Naama, o vezañ klevet an holl boanioù a oa kouezhet warnañ, a zeuas, pep hini anezho eus e vro, hag e kendivizjont mont da drueziñ outañ ha d'e frealziñ.
Setu perak, selaouit ar pezh a fell d'an AOTROU ober a-enep Edom, hag ar soñjoù en deus graet a-enep Teman: A-dra-sur e vint stlejet evel re vihanañ an tropell, a-dra-sur e vo distrujet o ziez warno!
Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.
Diwar-benn Edom, evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ha n'eus ken a furnez e Teman? Hag e vank ar c'huzul d'an dud desket? Ha kouezhet eo o furnez?
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.
Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.
Mar deufe laeron ez ti, pe skraperien noz, ha te rivinet, ha ne gemerfent nemet o gwalc'h? Mar deufe mendemerien ez ti, ha ne lezfent ket peadra da raspaat?
Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoù da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloù.
Dont a ra Doue eus Teman, dont a ra ar Sant eus Menez Paran. Ehan E Veurded a c'holo an neñvoù, hag e veuleudi a leugn an douar.
Arabat brezeliñ outo, rak ne roin ket deoc'h eus o bro, zoken evit derc'hel sol ho treid; roet em eus da Ezaü Menez Seir da hêrezh.