Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nahum 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Setu, da bobl a zo maouezed ez kreiz. Dorojoù da vro a zo digor da'z enebourien, an tan a lonk da sparloù.

Ver Capítulo Copiar




Nahum 3:13
11 Referencias Cruzadas  

Rak bruzunet en deus an dorojoù arem, ha torret ar barrennoù houarn.


Rak startaet en deus barrennoù da zorojoù, benniget en deus da vibien en da greiz,


En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Ar c'hleze a zo war he zouellerien: ra zeuint da vezañ diskiant! Ar c'hleze a zo war he re galonek: ra vint kollet!


Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!


Tud kreñv Babilon o deus paouezet da stourm hag en em zalc'hont er c'hreñvlec'hioù, o nerzh a zo aet da netra, deuet int evel maouezed, devet eo he ziez, hag he frennoù a zo torret.


Da vrezelourien a vo spontet, o Teman! Lamet e vint holl eus menez Ezaü gant al lazhadeg.


Dorojoù ar sterioù a zo digoret, hag ar palez a gouezh.


Graet eo! Lakaet eo en noazh, kaset eo kuit. Hag he mitizhien a huanad evel mouezhioù koulmed, en ur skeiñ war o bruched.


Eno an tan a lonko ac'hanout, ar c'hleze az lazho, debriñ a raio ac'hanout evel ar biskoul. Liesa evel ar biskoul, liesa evel ar c'hilheien-raden.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos