Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Nahum 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Tenn dour evit ar seziz, kreñva da vogerioù, kae er fank ha mac'h ar pri, fich forn ar brikennoù.

Ver Capítulo Copiar




Nahum 3:14
10 Referencias Cruzadas  

Ezekiaz, ha ne vount ket ac'hanoc'h da vont d'ar marv, dre an naonegezh hag ar sec'hed, pa lavar: An AOTROU hon Doue a zieubo ac'hanomp diouzh dorn roue Asiria?


Toullet em eus puñsoù hag evet dour anezho, disec'het em eus gant solioù va zreid holl wazhioù-dour an Ejipt.


Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!


Savit, kezeg! Lammit, kirri! Ra en em ziskouezo ar re galonek, tud Kush ha Pud a embreg ar skoed, tud Lud a embreg hag a stegn ar wareg.


An distrujer a zeu a-enep dit, diwall ar c'hreñvlec'h, evesha an hent, nerzheka da zivgroazell, dastum da holl nerzhoù.


Rak an AOTROU a adsav gloar Jakob, evel gloar Israel, dre m'o deus he skrapet ar skraperien, ha m'o deus distrujet o skodoù-gwini.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios