3 Yann 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Karet-mat, kemer skouer eus ar mad nann eus an droug. An hini a ra ar mad a zo eus Doue, met an hini a ra an droug n’en deus ket gwelet Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. |
Ne heuilhi ket ar re niverusañ evit ober fall. Pa zougi testeni en ur prosez, n'en em zistroi ket evit mont war-lerc'h an niver brasañ ha terriñ ar reizhder.
An hini a labour e zouar en devo e walc'h a vara, met an hini a heuilh ar re zidalvez a zo dibourvez a skiant.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d’ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.
Bezit holl va heñvelerien, breudeur, ha sellit ouzh ar re a gerzh hervez ar skouer hoc’h eus ennomp.
Bet oc’h hon heñvelerien ha re hon Aotrou, o vezañ resevet ar ger e-touez kalz a c’hlac’haroù, gant levenez ar Spered-Santel,
Rak c’hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc’h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc’h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,
Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.
Mar gouzoc’h ez eo reizh, e c’houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.
E kement-mañ eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em reiñ da anavezout: piv bennak ne ra ket ar reizhder n’eo ket eus Doue, na kennebeut an hini na gar ket e vreur.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.