Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Timote 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Evidout, heuliet ec’h eus va deskadurezh, va c’hundu, va menoz, va feiz, va fasianted, va c’harantez, va dalc’husted,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Evidoud‐te, ec’h euz heulliet va doctrin, va buez, va dessein, va feiz, va fatianted, va c’harantez, va hir‐c’houzanvedigez,

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 3:10
27 Referencias Cruzadas  

Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.


kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet,


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.


Pa voent deuet d’e gavout, e lavaras dezho: Gouzout a rit penaos em eus atav en em renet ganeoc’h abaoe an deiz kentañ ma teuis en Azia,


E-keñver ar vuhez am eus renet, anavezet eo gant an holl Yuzevien adalek va yaouankiz, tremenet eo bet abaoe ar penn-kentañ e-kreiz va broad e Jeruzalem.


Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.


Met hag em eus graet dre skañvadurezh pa em eus soñjet kement-se, pe ar pezh a soñjan, bez’ eo hervez ar c’hig en hevelep doare ma vez ennon ar “ya, ya” hag an “nann, nann”?


evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,


Rak ne’m eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac’hanoc’h,


Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa’z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.


rak hon Aviel n’eo ket bet kemennet deoc’h gant komzoù hepken, met ivez gant galloud, gant ar Spered-Santel, ha gant ur surentez leun; c’hwi a oar penaos omp en em renet en ho touez hag e-keñver ac’hanoc’h.


Pedet em eus ac’hanout, en ur vont da Vakedonia, da chom en Efez evit gourc’hemenn da hiniennoù na brezegjent ket ur gelennadurezh estren


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


Met te, den Doue, tec’h diouzh an traoù-se ha klask ar reizhder, an doujañs-Doue, ar feiz, ar garantez, ar basianted, an douster.


Tec’h diouzh gwallc’hoantoù ar yaouankiz; klask ar reizhder, ar feiz, ar garantez, ar peoc’h gant ar re a c’halv anv an Aotrou gant ur galon c’hlan.


prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.


Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,


Stourmet em eus ar stourm mat, echuet em eus ar redadenn, miret em eus ar feiz.


ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz,


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos