Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.
2 Samuel 9:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e stouas en ur lavarout: Petra eo da servijer, ma ec'h eus sellet ouzh ur c'hi marv eveldon? |
Neuze Abishai mab Zeruja a lavaras d'ar roue: Perak e villigfe ar c'hi marv-se ar roue va aotrou? Va lez da vont a-raok, evit lemel e benn digantañ.
David a respontas da C'had: Me a zo en un enkrez bras. Ra gouezhin bremañ etre daouarn an AOTROU, rak e drugarezioù a zo bras, ha ma ne gouezhin ket etre daouarn an dud.
Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoù Ishboshed, hag e lavaras dezhañ: Daoust hag-eñ ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keñver ti Saül da dad, hag e-keñver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?
Hazael a lavaras: Met piv eo da servijer, ha n'eo nemet ur c'hi, evit ober traoù ken bras? Elizea a respontas: An AOTROU en deus diskouezet din e vi roue eus Siria.
Ha bremañ, ra ne gouezho ket va gwad d'an douar pell diouzh dremm an AOTROU . Rak roue Israel a zo deuet da glask ur c'hwenenn, evel ma chaseer ur glujar er menezioù.