Ziba a lavaras d'ar roue: Da servijer a raio kement en deus gourc'hemennet ar roue va aotrou d'e servijer. Ha Mefiboshed, eme ar roue, a zebro ouzh va zaol evel unan eus mibien ar roue.
2 Samuel 9:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mefiboshed en doa ur mab yaouank anvet Mika. An holl re a oa o chom e ti Ziba a oa servijerien Mefiboshed. |
Ziba a lavaras d'ar roue: Da servijer a raio kement en deus gourc'hemennet ar roue va aotrou d'e servijer. Ha Mefiboshed, eme ar roue, a zebro ouzh va zaol evel unan eus mibien ar roue.
Mefiboshed a oa o chom e Jeruzalem, rak dalc'hmat e tebre ouzh taol ar roue. Hag e oa mac'hagnet eus e zaoudroad.
Matania mab Mika, mab Zabdi, mab Azaf, a oa mestr evit lañsañ ar meuleudioù er bedenn; ha Bakbukia, an eil a-douez e vreudeur; hag Abda mab Shammua, mab Galal, mab Jedutun;