Hag e lavaras: Mar bez ar Siriz kreñvoc'h egedon, e teui da'm sikour, ha mar bez mibien Ammon kreñvoc'h egedout, me a zeuio da'z sikour.
2 Samuel 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned eus Siria, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined, eus Amalek, hag eus diwisk Hadadezer mab Reob, roue Zoba. |
Hag e lavaras: Mar bez ar Siriz kreñvoc'h egedon, e teui da'm sikour, ha mar bez mibien Ammon kreñvoc'h egedout, me a zeuio da'z sikour.
Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai, hag ez ejont e kêr. Joab a bellaas diouzh mibien Ammon hag a zistroas da Jeruzalem.
Trec'hiñ a reas ar Voabiz ivez, hag o muzulias gant ur gordenn, en ur lakaat anezho da c'hourvez war an douar. Muzuliañ a reas div gordennad evit o lakaat da vervel, hag ur gordennad leun evit lezel ganto o buhez. Hag ar Voabiz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj.
Ar roue David a gensakras anezho d'an AOTROU , gant an arc'hant hag an aour en doa degaset eus an holl vroadoù, eus Edom, eus Moab, eus mibien Ammon, eus ar Filistined hag eus Amalek.
Hag e tapas ez-vev Agag roue Amalek, met e lakaas da verz an holl bobl gant barvenn ar c'hleze.
David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.
David a skoas warno adalek gouloù-deiz betek abardaez an deiz war-lerc'h. Ne dec'has ket unan anezho, nemet pevar c'hant den yaouank a bignas war gañvaled hag a dec'has kuit.
David a gemeras an holl saout ha deñved, hag ar re a gerzhe e penn ar bagad-se a lavare: Hemañ eo preizh David.