Evel-se Jozafad hag e bobl a zeuas da gemer o freizh, hag e kavjont e-touez ar c'horfoù marv pinvidigezhioù e-leizh ha traoù prizius, hag e kemerjont kement, ken ne voent ket evit o dougen. Hag e voent tri devezh o tastum ar preizh, rak bras e oa.
Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.
Neuze David a zeuas da gavout an daou c'hant den a oa bet re skuizh evit heuliañ David, hag en doa lakaet da chom e froud Besor. Hag e teujont en arbenn da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ. David a dostaas outo, hag e saludas anezho.
Ha distroet e Ziklag, David a gasas diouzh ar preizh da henaourien Juda, d'e vignoned, o lavarout: Setu un donezon evidoc'h, eus ar preizh tapet war enebourien an AOTROU .