Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Neuze David a zeuas da gavout an daou c'hant den a oa bet re skuizh evit heuliañ David, hag en doa lakaet da chom e froud Besor. Hag e teujont en arbenn da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ. David a dostaas outo, hag e saludas anezho.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:21
7 Referencias Cruzadas  

Ra bado ar garantez a vreudeur.


A-hend-all, bezit holl eus un hevelep santad, truezus, oc’h en em garout evel breudeur, leun a drugarez, a volontez vat,


Dont a reas da gavout tud Sukkod hag e lavaras: Setu Zebak ha Zalmuna, va dismegañset hoc'h eus diwar o fenn o lavarout: Hag emañ dija palv Zebak ha Zalmuna ez torn, evit ma rofemp bara da'z tud skuizhet?


Kas a ri ivez an dek fourmaj-mañ da benn o milier, hag e weli da vreudeur evit gouzout hag ez int yac'h, hag e tegasi keloù din.


David en em zisammas diouzh e vec'h, a lezas etre daouarn an hini a ziwalle ar pakadoù, hag e redas etrezek renkoù an arme. Dont a reas hag e c'houlennas digant e vreudeur hag e oant yac'h.


Evel-se David ha pevar c'hant den a gendalc'has, ha daou c'hant a chomas, re skuizh evit treuziñ ar froud Besor.


Met an holl dud drouk ha fall, a-douez ar re a oa aet gant David, a respontas o lavarout: Pa n'int ket deuet ganeomp, ne roimp dezho netra eus ar preizh hon eus dastumet, nemet da bep hini e wreg hag e vugale. Ra o c'hemerint, ha ma'z aint kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos