2 Samuel 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a gemeras c'hoazh serc'hed ha gwragez eus Jeruzalem, goude bezañ deuet eus Hebron, hag e voe tad c'hoazh da vibien ha da verc'hed. |
David a ouezas e oa an AOTROU en doa e startaet evel roue war Israel, hag en doa savet e rouantelezh abalamour d'e bobl Israel.
Bez' en doe eta da wragez seizh kant priñsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.
Setu amañ mibien David a zo bet ganet dezhañ en Hebron: ar c'hentañ-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel,
Abija a zeuas da vezañ galloudek. Kemer a reas pevarzek gwreg, hag en doe daou vab warn-ugent ha c'hwezek merc'h.
Ne vo ket dezhañ kennebeut un niver bras a wragez, gant aon na zeufe e galon d'en em zistreiñ, ha ne vo ket dezhañ kalz a arc'hant hag a aour.