Met an hini paour n'en doa netra, nemet un dañvadez vihan en doa prenet ha bevet, hag he doa kresket en e di gant e vibien. Debriñ a rae eus e voued, evañ a rae eus e gib, hag e kouske war e vruched, hag e oa evel ur verc'h evitañ.
2 Samuel 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a gasas da c'houlenn piv e oa ar vaouez-se, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Bat-Sheba merc'h Eliam, gwreg Uri an Hitit? |
Met an hini paour n'en doa netra, nemet un dañvadez vihan en doa prenet ha bevet, hag he doa kresket en e di gant e vibien. Debriñ a rae eus e voued, evañ a rae eus e gib, hag e kouske war e vruched, hag e oa evel ur verc'h evitañ.
dre m'en doa graet David ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, hag e-pad e holl vuhez ne zistroas ket eus kement en doa gourc'hemennet, nemet en afer Uri an Hitit.
Setu amañ a re a voe ganet dezhañ e Jeruzalem: Shimea, Shobab, Natan, Salomon, o fevar eus Bath-Shua merc'h Amiel,
Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoù.
Bez' ez int evel kezeg war o gwalc'h o redek amañ hag ahont, pep hini o c'hwirinat war-lerc'h gwreg e nesañ.