Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.
2 Samuel 1:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwareg Jonatan ne zistroe gwech ebet hep bezañ livet gant gwad ar c'hloazidi ha lard ar re greñv, ha kleze Saül na zistroe ket dinerzh. |
Rak setu ez an da sevel ha da gas a-enep Babilon un tolpad a vroadoù bras eus bro an hanternoz, en em renko a-enep dezhi, hag e vo tapet. O biroù a vo evel re ur brezeler kadarn, na zistro ket e goullo.
mezviañ a rin va biroù gant o gwad, va c'hleze a zebro o c'hig, diwar gwad ar re c'hloazet hag ar re zalc'het, diwar penn mestroù an enebour.
Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.
Dastum a reas nerzh, hag e pilas Amalek, hag e tieubas Israel eus dorn ar re en gwaske.
Jonatan a ziwiskas ar vantell a oa warnañ, hag e roas anezhi da Zavid, gant e harnez, betek e gleze, e wareg hag e c'houriz.