Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Menezioù Gilboa, ra chomo ar glizh hag ar glav hep kouezhañ warnoc'h, hag ar parkeier hep kinnig profoù, rak aze eo bet taolet skoed an dud kadarn, ha skoed Saül, evel ma ne vije ket bet olevet gant eoul.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 1:21
14 Referencias Cruzadas  

Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.


An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e vibien astennet war venez Gilboa.


Da c'houzoug a zo evel tour David, savet da servijañ da harnezerezh; mil skoed a zo skourret outañ, holl dirennoù ar re gadarn.


Staliañ a reer an daol, ar warded a evesha, debriñ a reer, evañ a reer. Savit, kabitened! Olevit ar skoed!


degas a rin anezhi en glac'har, ne vo ken troc'het na palaret, an drez hag ar spern a gresko enni, gourc'hemenn a rin d'ar c'houmoul, chom hep lezel ar glav da gouezhañ warni.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz ma tiskennas da lec'h ar marv, lakaet em eus dougen kañv, goloet em eus an donder eviti, harzet em eus ouzh he stêrioù da redek, dalc'het e voe an doureier bras, lakaet em eus al Liban e kañv eviti, hag holl wez ar parkeier a zo bet gwanaet en abeg dezhi.


An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kañv.


Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?


Milligit Meroz, eme ael an AOTROU, milligit, milligit hec'h annezidi, rak n'int ket deuet da sikour an AOTROU, da sikour an AOTROU, gant tud kadarn.


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


Ar Filistined a vrezelas a-enep Israel, ha re Israel a dec'has dirak ar Filistined hag a gouezhas marv war venez Gilboa.


An deiz war-lerc'h, ar Filistined a zeuas da ziwiskañ ar re varv, hag e kavjont Saül hag e dri mab astennet war venez Gilboa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos