Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
2 Pêr 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O c’houzout da‐genta kement‐man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho drougioulou ho‐unan, |
Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
Ar goapaer a glask ar furnez ha ne gav ket anezhi, met evit un den poellek an anaoudegezh a zo aes.
Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit,
hag a lavar: Ra hasto, ra vuanaio e oberenn, evit ma welimp anezhi! Ra dostaio, ra zeuio mennad Sant Israel, evit ma'c'h anavezimp anezhañ!
Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc'h evañ re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien.
An hini na’m degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d’an deiz diwezhañ.
Taolet hon eus kuit an traoù mezhus a guzher, o tremen hep bevañ dre droidell hag hep falsañ ger Doue, hag en em erbedomp hon-unan da bep koustiañs den dirak daoulagad Doue en ur ziskuliañ ar wirionez.
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.
Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,
dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,
Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc’h eus klevet e teu an enepkrist, bez’ ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec’h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.
Lavarout a raent deoc’h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc’hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.