Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc'h evañ re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 7:5
20 Referencias Cruzadas  

An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.


Pa glevas ar roue komzoù an den Doue a grie a-enep aoter Betel, Jeroboam a astennas e zorn dreist an aoter o lavarout: Krogit ennañ! Hag an dorn en doa astennet etrezek ennañ a zeuas disec'het, ha ne oa ket evit e zistreiñ d'e gavout.


Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re zrouk, ha n'en em zalc'h ket en hent ar bec'herien, ha n'azez ket war skaon ar c'hoapaerien,


Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant, met bet on an abeg d'o goap.


An hini a ya gant ar re fur a zeuio fur, met keneil ar sodien en em gollo.


Ar gwin a zo goapaer hag ar boeson a zo diboell, ha piv bennak a gemer re anezho n'eo ket fur.


Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


Selaouit eta komz an AOTROU a ren war ar bobl-mañ a Jeruzalem, tud goapaerien:


Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.


Laouenaat a reont ar roue gant o fallentez, hag ar pennoù-bras gant o gevier.


Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,


Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c’hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.


N’en em vezvit ket gant gwin a gundu d’an diroll, met bezit leuniet gant ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos