6 Pa stegnont pechoù, o c'halon a zo evel ur forn. E-pad an noz e kousk o baraer, ha da vintin ez eus un tan a laosk flammoù.
Da zorn a dapo da holl enebourien, da du dehou a dapo ar re a gasa ac'hanout.
rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,
Holl ez int avoultrerien, heñvel ouzh ur forn tommet gant ur baraer, a baouez da c'hwezhañ an tan adalek ma'z eo mezet an toaz betek ma'z eo goet.
Holl ez int gwrezus evel ur forn, hag e lonkont o barnerien. O holl rouaned a gouezh, hini anezho na c'halv etrezek ennon.
Gwalleur d'ar re a raktres traoù direizh hag a ijin an droug war o gweleoù! Da c'houloù-deiz e sevenont an traoù-se, dre m'o deus ar galloud en o daouarn.