Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.
O! Perak ne'm eus ket er gouelec'h ul lochenn evit beajour? Dilezel a rafen va fobl hag ez afen pell diganto, rak holl int avoultrerien hag ur vandenn c'hanazed.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.