2 Pêr 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) eun azenez vud, hag a gomzaz gant mouez an den, a enebaz ouz follentez ar profet. |
Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.
Kement-mañ a zo un droug e-touez an holl draoù a vez graet dindan an heol: pa c'hoarvez an hevelep gwalleur d'an holl. Evel-se e vez leun a drougiezh kalon an dud, emañ ar follentez en o c'halon e-pad o buhez, ha goude-se ez eont da di ar re varv.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
Ouzh o c’hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c’hêrioù estren.