1 Yann 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc’h ur c’hastiz; an hini en deus aon n’eo ket peurvat er garantez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Er garantez ne vez aoun e‐bed, mes ar garantez parfet a daol kuit an aoun; rag pa vez aoun, e vez ive eur bunition‐benag, hag an hini hen deuzaoun n’eo ket parfet er garantez. |
Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!
Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.
Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,
Krediñ a rez ez eus un Doue hepken, mat a rez. An diaouled a gred ivez kement-se hag e krenont.
Den n’eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc’hraet ennomp.