Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
1 Yann 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha ni hon euz gwelet, hag e roomp testeni penaos an Tad hen deuz digasset ar Mab, Salver ar bed. |
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n’on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, e lavaromp ar pezh a ouzomp hag e roomp testeni eus ar pezh hon eus gwelet, ha ne zegemerit ket hon testeni.
rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac’hanon.
Pa voe deuet Silaz ha Timote eus Makedonia, Paol, bountet gant ar Spered, a roas testeni gant hardizhegezh d’ar Yuzevien ez eo Jezuz ar C’hrist.
Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.
E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.
Mar resevomp testeni an dud, testeni Doue a zo brasoc’h, rak kement-mañ eo an testeni en deus Doue roet diwar-benn e Vab: