N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
1 Yann 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Breudeur, ne skrivan ket deoc’h ur gourc’hemenn nevez, met ur gourc’hemenn kozh hoc’h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc’hemenn kozh-se, eo ar ger hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Breudeur, na scrivan ket deoc’h eur gourc’hemen nevez, mes eur gourc’hemen koz, an hini hoc’h euz bet adaleg ar pen‐kenta; ar gourc’hemen kozze eo ar ger hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta. |
N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.
An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.
Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
O vezañ e gemeret, e kasjont anezhañ d’an Areopaj, o lavarout: Hag e c’hellfemp gouzout petra eo ar gelennadurezh nevez-se a brezegez?
Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.
Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
Kement-mañ eo an disklêriadur hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ: ma en em garfemp an eil egile,
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.
Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
Re garet-mat, mar en deus Doue hor c’haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.
Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.
Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.