1 Yann 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre gement-mañ ec’h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c’hourc’hemennoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou. |
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
Mar mirit va gourc’hemennoù, e chomot em c’harantez, evel ma em eus miret gourc’hemennoù va Zad hag e choman en e garantez.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
Tadoù, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus trec’het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an Tad.
Ni a oar penaos omp tremenet eus ar marv d’ar vuhez, o vezañ ma karomp ar vreudeur. An hini na gar ket e vreur a chom er marv.
E kement-se eo ec’h ouzomp penaos omp er wirionez, ha penaos e sederaimp hor c’halonoù dirazañ,
Piv bennak a chom ennañ ne bec’h ket, piv bennak a bec’h n’en deus ket e welet ha n’en deus ket e anavezet.
E kement-mañ ec’h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.
Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.
Dre gement-mañ ec’h ouzomp e karomp bugale Doue: o vezañ ma karomp Doue ha ma viromp e c’hourc’hemennoù.
Rak kement-mañ eo karantez Doue: ma virimp e c’hourc’hemennoù. Hag e c’hourc’hemennoù n’int ket diaes,
An aerouant en em fuloras a-enep ar wreg. Mont a reas d’ober brezel d’ar peurrest eus he lignez, d’ar re a vir gourc’hemennoù Doue hag o deus testeni Jezuz-Krist.
Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.