1 Yann 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Scriva a ran deoc’h, bugaligou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an Tad. Scrivet em euz deoc’h, tadou, abalamour ma hoc’h euz anavezet an hini a zo adaleg ar pen‐kenta. Tud yaouank, scrivet em euz deoc’h, abalamour m’az oc’h krenv, ha ma choum ger Doue enoc’h, ha ma hoc’h euz trec’het var an drouk‐spered. |
Mar chomit ennon ha mar chom va gerioù ennoc’h, e c’houlennot ar pezh a fello deoc’h ha kement-se a vo roet deoc’h.
Neuze Jezuz a lavaras d’ar Yuzevien o doa kredet ennañ: Mar kendalc’hit em ger, emaoc’h e gwirionez va diskibien.
Gouzout a ran ez oc’h lignez Abraham, met e klaskit va lakaat d’ar marv abalamour n’en deus ket va ger a zegemer ennoc’h.
kreñvaet e pep doare hervez e c’halloud glorius, evit kaout pep pasianted ha dalc’husted el levenez,
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Ar pezh a oa adalek ar penn-kentañ, ar pezh hon eus klevet, ar pezh hon eus gwelet gant hon daoulagad, ar pezh hon eus sellet outañ hag o deus hon daouarn stoket ennañ, diwar-benn ar Ger a vuhez,
Mar lavaromp n’hon eus ket a bec’hed, e lakaomp anezhañ gaouiat hag e c’her n’emañ ket ennomp.
Tadoù, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus trec’het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an Tad.
En em laouenaet bras on pa o deus breudeur en em gavet amañ hag o deus roet testeni eus ar wirionez a zo ennout hag eus an doare ma kerzhez er wirionez.
Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.