Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.
1 Timote 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a fell dezhañ e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pehini a fell dezhan e vez salvet an holl dud, ha ma teufent da anaoud ar wirionez; |
Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
Gwelout a raio frouezh trevell e ene, hag e vo gwalc'het anezhañ. Va servijer reizh a reishaio kalz a dud dre an anaoudegezh o devo anezhañ, hag eñ e-unan a zougo o direizhder.
Ar re holl hag o deus sec'hed, ra zeuint d'an doureier! C'hwi zoken hep arc'hant, deuit, prenit ha debrit! Deuit, prenit hep arc'hant gwin ha laezh, hep paeañ!
Hag e kavfen plijadur e marv an den fall? eme an Aotrou AOTROU. Ha ne vefe ket kentoc'h en e zistro diouzh e hentoù evit ma vevfe?
Ne gavan plijadur ebet e marv an hini a varv, eme an Aotrou AOTROU. En em zistroit, ha bevit!
Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?
Rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh gloar an AOTROU, evel strad ar mor gant an doureier en golo.
It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,
Ar mestr a lavaras d’ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d’ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,
Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma’c’h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.
o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
Rak mar pec’homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec’hedoù,
Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.
An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.
An henaour, d’an Itron dibabet ha d’he bugale, a garan er wirionez, ha nann me va-unan met ar re holl o deus anavezet ar wirionez,
Gwelout a ris un ael all a nije e-kreiz an neñv, o tougen an Aviel peurbadus evit e brezeg d’ar re a chom war an douar, da bep broad, da bep meuriad, da bep yezh ha da bep pobl.