Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 4:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma’c’h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag abalamour ma c’hesperomp en Doue beo, pehini eo Salver an holl dud, ha dreist pep tra Salver an dud fidel, eo ec’h anduromp kement a labouriou ha kement a zismegans.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 4:10
40 Referencias Cruzadas  

Ra lavaro evel-se dasprenidi an AOTROU, ar re en deus dasprenet eus dorn ar gwasker,


Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout en den.


AOTROU, da vadelezh a dap betek an neñvoù, da fealded betek ar c'hoabrennoù.


An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.


Ar re reizh en gwelo, hag e toujint, hag e c'hoarzhint gantañ:


rak an AOTROU Doue a zo un heol hag ur skoed, an AOTROU a ro gras ha gloar, ne zinac'h mad ebet d'ar re a gerzh en eeunded.


Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Benniget eo an den a fiz en AOTROU, hag ez eo an AOTROU e fiziañs.


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


An AOTROU a zo mat, ur c'hreñvlec'h eo en deiz an estrenvan. Anavezout a ra ar re en em fiz ennañ.


Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue bev.


En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.


An deiz war-lerc’h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec’hed ar bed.


Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.


Kement-se a zo mat ha plijus dirak daoulagad Doue hor Salver,


a fell dezhañ e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez.


a zo en em roet e-unan evel daspren evit an holl. Setu an testeni roet en e amzer e-unan,


hag evit ma ouezi, mar dalean, penaos eo ret en em ren e ti Doue, a zo Iliz an Doue bev, kolonenn ha sol ar wirionez.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc’h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.


Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs.


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


Eñ eo un aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.


Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos