Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




S. Jakes 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 mes mar d’euz en ho calon santimanchou c’hoero a jalouzi, hag eur spered a zisput, diwallit d’en em c’hlorifia ha da lavaret gevier a‐enep ar wirionez.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 3:14
42 Referencias Cruzadas  

E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ.


Onan a ouie penaos al lignez-se ne vije ket dezhañ, ha pa'z ae davet gwreg e vreur, en em saotre d'an douar kuit da reiñ ul lignez d'e vreur.


hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.


Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.


Ur galon sioul a zo buhez ar c'horf, met ar c'hoantegezh a zo breinadur an eskern.


Ar gounnar a zo kriz hag ar fulor evel ul liñvadenn, met piv a c'hello derc'hel dirak ar warizi?


Gwarizi Efraim a dec'ho kuit, hag e waskerien a vo lamet eus Juda. Efraim ne vo ken avius ouzh Juda, ha Juda ne wasko ken Efraim.


Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoù, hag an dizunvaniezh en em sav.


Rak anavezout a rae e oa dre avi o doa e lakaet etre e zaouarn.


Kas a raint ac’hanoc’h kuit eus o sinagogennoù, hag an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d’ar marv reiñ ul lid da Zoue.


Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.


Gwir eo penaos evidon-me, em boa kredet e tleen enebiñ start ouzh anv Jezuz a Nazared.


Ar beleg-meur hag ar re holl a oa gantañ, da lavarout eo sektenn ar sadukeiz, en em savas hag a voe leuniet a warizi.


An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ.


Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh,


Kerzhomp gant onestiz evel ma reer en deiz, ha nann en diroll hag er vezventi, en hudurniezh hag er c’hadaliezh, en tabutoù hag er gwarizioù.


Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue,


met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,


Ar garantez a zo habask ha leun a vadelezh, ar garantez n’eo ket avius, ar garantez n’eo ket fougasus, n’en em c’hwez ket a ourgouilh,


Rak pa’z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n’oc’h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?


Hag oc’h en em c’hwezhet gant an ourgouilh! Ha n’oc’h ket, er c’hontrol, bet er glac’har, evit ma vo lamet eus ho touez an hini en deus graet kement-se?


N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?


Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,


Met mar en em dagit ha mar en em zebrit an eil egile, lakait evezh na vefec’h distrujet an eil gant egile.


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


avioù, muntroù, mezventi, dirolladegoù, hag traoù heñvel outo. Lavarout a ran deoc’h en a-raok evel ma em eus dija lavaret, penaos ar re a ra ar seurt traoù-se n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh.


Na glaskomp ket ur gloar aner, oc’h en em vroudañ an eil egile hag o kaout avi an eil ouzh egile.


Rak an amdroc’hidi o-unan ne viront ket al lezenn, met fellout a ra dezho e viot amdroc’het evit kavout gloar en ho kig.


Gwir eo penaos hiniennoù a brezeg Krist dre avi ha tabut, met reoù all a ra a volontez vat.


Na rit netra dre dabut pe dre c’hloar aner, met ra sello pep hini ac’hanoc’h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.


a fell dezhañ e vefe salvet an holl dud hag e teufent da anaoudegezh ar wirionez.


c’hwezet eo gant an ourgouilh, ne oar netra, met bez’ en deus ar c’hleñved eus kudennoù ha tabutoù ar gerioù, ac’hane e teu ar c’hoant, an diroll, an diskred drouk, an diskredoù,


Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.


Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.


Rak e-lec’h ma’z emañ ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt.


Breudeur, mar pella unan bennak ac’hanoc’h diouzh ar wirionez ha mar deu unan all d’e zegas enni,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos