Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?
1 Timote 2:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit ar rouaned hag evit ar re holl a zo e kargoù uhel, evit ma c’hellimp ren ur vuhez peoc’hius ha sioul e pep doujañs-Doue hag e pep onestiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit ar rouane, hag ar re holl a zo er c’hargou huel, evit ma c’hellimp heuil en peoc’h eur vuez tranqil, en pep piete hag honestis. |
Me a zo peoc'hus ha feal en Israel: fellout a ra dit distrujañ ur gêr a zo ur vamm en Israel. Perak e tiskarfes hêrezh an AOTROU?
evit ma kinnigint traoù a c'hwezh dudius da Zoue an neñvoù, ha ma pedint evit buhez ar roue hag e vibien.
Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.
Klaskit peoc'h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h.
Reizh e oant o-daou dirak Doue, hag ec’h heulient holl c’hourc’hemennoù hag urzhioù an Aotrou en un doare divlam.
Setu, e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon. An den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
Lavarout a rejont dezhañ: Korneli, kantener, den reizh hag a zoujañs Doue, a vez roet testeni mat dezhañ gant holl vroad ar Yuzevien, a zo bet kemennet a-berzh Doue gant un ael santel da’z kerc’hat d’e di ha da glevout ar pezh a lavari dezhañ.
Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
da vezañ aketus da vevañ e peoc’h, d’en em reiñ d’hoc’h aferioù hoc’h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc’h-unan evel ma hon eus gourc’hemennet deoc’h,