Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus a-grenn da c'her e tu all da bep brud.
1 Timote 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hervez Aviel glorius an Doue benniget, Aviel a zo bet fiziet ennon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hervez Aviel glorius an Doue benniget, pehini a zo bet fiziet enoun‐me. |
Stouiñ a rin e palez da santelezh, hag e veulin da anv abalamour da'z madelezh ha da'z kwirionez, rak sevenet ec'h eus a-grenn da c'her e tu all da bep brud.
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Mar gran kement-se a galon vat, em bo ar gopr, met mar gran en desped din, em eus resevet ar garg d’henn ober.
evit ar re ziskredik a zo bet dallet o c’hlevidigezh gant doue ar c’hantved-mañ, evit na vefent ket sklêrijennet gant ar gouloù eus Aviel glorius Krist, eñ hag a zo skeudenn Doue.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Er c’hontrol, pa weljont e oa bet fiziet ennon an Aviel evit ar re ziamdroc’h evel ma oa bet e Pêr evit an amdroc’hidi,
da veuleudigezh gloar e c’hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C’haret-mat.
evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.
evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,
anezhi on bet lakaet da vezañ ministr hervez ar garg en deus Doue roet din en ho keñver, evit prezeg ger Doue penn-da-benn,
Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.
ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.
a dle diskouez en e amzer ar Mestr benniget nemetañ, Roue ar rouaned hag Aotrou an aotrounez,
O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,
An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.
hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c’her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,