Abner a gomzas ouzh henaourien Israel o lavarout: Gwechall e felle deoc'h kaout David evit roue warnoc'h.
1 Samuel 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze holl henaourien Israel en em zastumas, hag a zeuas da gavout Samuel e Rama. |
Abner a gomzas ouzh henaourien Israel o lavarout: Gwechall e felle deoc'h kaout David evit roue warnoc'h.
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU. Hag ec'h olevjont David da roue war Israel.
Doue a lavaras da Voizez: Pign etrezek an AOTROU , te hag Aaron, Nadab hag Abihu, ha dek ha tri-ugent eus henaourien Israel, hag e taoulinot a-bell.
Kae, dastum henaourien Israel ha lavar: An AOTROU , Doue ho tadoù, a zo en em ziskouezet din, Doue Abraham, Izaak ha Jakob, hag en deus lavaret: A-dra-sur gwelet em eus ac'hanoc'h hag ar pezh a vez graet deoc'h en Ejipt,
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Henaourien Jabez a lavaras dezhañ: Ro deomp seizh deiz ehan, hag e kasimp kannaded dre holl vro Israel, ha ma ne vez den d'hon dieubiñ, ni en em roio dit.
Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .