ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.
1 Samuel 8:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe deuet Samuel da vezañ kozh, e lakaas e vibien da varnerien war Israel. |
ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.
Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.
Bez' en doa tregont mab, a yae war dregont azenig, hag o doa tregont kêr, a zo anvet c'hoazh hiziv kêrioù Jair. E bro C'halaad emaint.
Bez' en doe daou-ugent mab ha tregont mab-bihan, a yae war dek azenig ha tri-ugent. Barn a reas Israel eizh vloaz.
C'hwi hag a zo o vont war azenezoù gwenn, c'hwi hag a zo azezet war ballennoù, c'hwi hag a gerzh dre an hentoù, kanit!
He bremañ setu ar roue a gerzh a-raok deoc'h. Evidon-me, me a zo kozh, gwenn eo va fenn, ha setu, va mibien a zo ganeoc'h. Kerzhet em eus a-raok ac'hanoc'h adalek va yaouankiz betek hiziv.