Mibien Israel a reas hervez komzoù Moizez hag a c'houlennas digant an Ejipsianed traoù arc'hant hag aour ha dilhad.
1 Samuel 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed. |
Mibien Israel a reas hervez komzoù Moizez hag a c'houlennas digant an Ejipsianed traoù arc'hant hag aour ha dilhad.
adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz
Spered an AOTROU a grogas ennañ, hag e tiskennas da Askalon, hag e lazhas eno tregont den, hag e kemeras o diwisk, hag e roas ar re fresk d'an dud o doa displeget an divinadell. E fulor en em danas, hag e pignas da di e dad.
Pemp priñs ar Filistined, an holl Gananeiz, ar Sidoniz, an Hevianed a oa o chom e menez al Liban adalek menez Baal-Hermon betek digor Hamad.
An dud na varvent ket a veze skoet gant ruzderioù, ha garmadeg kêr a bigne betek an neñv.
Goude-se, dorn an AOTROU a bounneraas war dud Asdod hag a c'hlac'haras o bro, hag e skoas warno gant ruzderioù, en Asdod hag en he ziriad.
Met goude ma oa bet dezouget, dorn an AOTROU a voe war gêr, hag e reas eno un drubuilh vras. Skeiñ a reas war dud kêr, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, hag e teuas dezho ruzderioù.
Ober a reot skeudennoù eus ho ruzderioù, ha skeudennoù eus al logod a zistruj ar vro, hag e roiot gloar da Zoue Israel. Marteze e skañvaio e zorn diwarnoc'h, diwar ho toueoù, ha diwar ho pro.
Kemerit arc'h an AOTROU , ha lakait anezhi war ar c'harr. An oberennoù aour ho po paeet evel aberzh a gablusted a lakaiot en ur c'houfrig en he c'hichen, hag e kasot anezhi, hag ez aio kuit.