1 Samuel 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel, rak arc'h Doue a zo bet tapet. |
Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.
Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.
En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiñ hag en ur echuiñ.
Hag ec'h anvas ar paotr Ikabod en ur lavarout: Ar c'hloar a zo lamet eus Israel; rak arc'h Doue a zo bet tapet, hag abalamour d'he zad-kaer ha d'he fried