Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...
1 Samuel 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel. |
Ne welomp ken hon arouezioù, n'eus ken a brofed, na den ganeomp hag a oufe betek pegoulz...
Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.
Hag Elkana a yeas d'e di da Rama, met ar bugel a chomas e servij an AOTROU dirak Eli an aberzhour.
Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.
Ha piv bennek a vo manet eus da di a zeuio da stouiñ dirazañ, evit kaout ur pezh arc'hant hag un tamm bara, hag e lavaro dezhañ: Laka ac'hanon, me az ped, da vont en unan eus kargoù ar velegiezh, evit debriñ un tamm bara.
Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoù ti an AOTROU . Samuel en doa aon da zisklêriañ ar weledigezh da Eli.
Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU .