Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 2:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Ha piv bennek a vo manet eus da di a zeuio da stouiñ dirazañ, evit kaout ur pezh arc'hant hag un tamm bara, hag e lavaro dezhañ: Laka ac'hanon, me az ped, da vont en unan eus kargoù ar velegiezh, evit debriñ un tamm bara.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 2:36
9 Referencias Cruzadas  

Evel-se Salomon a gasas Abiatar kuit, ha ne voe ken aberzhour d'an AOTROU, evit ma vefe sevenet ar gomz en doa disklêriet an AOTROU e Silo a-enep ti Heli.


A-hend-all ar re a oa bet aberzhourien an uhellec'hioù ne bignent ket da aoter an AOTROU e Jeruzalem, met debriñ a raent baraoù hep goell e-touez o breudeur.


Ar re fall a vo izelaet dirak ar re vat, hag ar re zrouk dirak dor an dud reizh.


Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.


Mika a lavaras: Chom ganin, bez evidon un tad hag un aberzhour, hag e roin dit dek pezh arc'hant, da zilhad ha da vevañs. Al Leviad yeas tre.


Me a lakaio din un aberzhour feal, unan hag a raio hervez va c'halon ha va ene. Hag e savin dezhañ un ti padus, hag e kerzho dirak va olevad da viken.


Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos