1 Samuel 27:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined. |
David a lavaras da Abiatar: Soñjet em eus mat en deiz-se, pa oa Doeg an Edomad eno, na vankje ket da lavarout da Saül. Me a zo kiriek eus marv an holl dud-se eus tiegezh da dad.
Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.
Akish a grede David hag a lavare: En em lakaet en deus da vezañ kasaus da Israel e bobl, hag e vo va servijer da viken.
Graet o doa prizonidi ar maouezed a oa eno, ar re vihan hag ar re vras. N'o doa lazhet den, met o c'haset o doa ganto, hag e oant aet gant o hent.