e teuas tud eus Sichem, eus Silo hag eus Samaria, pevar-ugent den, touzet o barv ha roget o dilhad, o vezañ graet flañchoù dezho o-unan, gant profoù hag ezañs en o daouarn, evit o degas da di an AOTROU.
David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined.