Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 27:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag Akish a lavare: Pelec'h hoc'h eus graet hoc'h argad hiziv? Ha David a responte: Etrezek kreisteiz Juda, etrezek kreisteiz Jerakmeel, etrezek kreisteiz ar Genianed.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 27:10
21 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Te eo va mab Ezaü? Hemañ a respontas: Me eo.


Servijerien Absalom a zeuas da gavout ar wreg-mañ en ti hag a lavaras dezhi: Pelec'h emañ Akimaaz ha Jonatan? Ar vaouez a respontas: Tremenet o deus ar wazh-dour. O vezañ o c'hlasket hep o c'havout, e tistrojont da Jeruzalem.


Mibien Jerakmeel kentañ-ganet Hezron a voe: Ram e gentañ-ganet, Buna, hag Oren hag Ozem ganet eus Akija.


Ar vibien bet ganet da Hezron a voe: Jerakmeel, Ram, Kelubai.


Euzh am eus ouzh ar gaou hag e kasaan anezhañ, karout a ran da lezenn.


Pella diouzhin hent ar gaou, ha ro din ar c'hras da virout da lezenn.


Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Gwelout a reas ar Genianed, hag ec'h embannas e ziougan o lavarout: Da chomlec'h a zo start, lakaet ec'h eus da neizh war ar roc'h,


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


Mibien ar C'henian, tad-kaer Moizez, a bignas eus kêr ar palmez gant mibien Juda da c'houlec'h Juda a zo e kreisteiz Arad. Hag ez ejont hag e chomjont gant ar bobl.


Heber ar C'henian, unan eus mibien Hobab tad-kaer Moizez, o vezañ dispartiet digant ar Genianed, en devoa savet e deltennoù betek dervenn Zaanaim, e-kichen Kedesh.


Ra vo benniget e-touez ar gwragez Jael gwreg Heber ar C'henian, ra vo benniget e-touez ar gwragez a zo o chom en teltennoù.


Saül a lavaras d'ar g-Kenianed: It, en em dennit, diskennit a-greiz an Amalekited, gant aon n'ho tistrujfen ganto. Rak trugarezus oc'h bet e-keñver holl vibien Israel pa bignent eus an Ejipt. Hag ar Genianed en em dennas a-greiz an Amalekited.


David a lavaras d'an aberzhour Akimelek: Ar roue en deus urzhiet din un dra, hag en deus lavaret din: Ra ne ouezo den netra eus an dra-mañ, am eus da gaset eviti, nag eus an urzh am eus roet dit. Ha roet em eus un emgav da'm zud e lec'h-mañ-lec'h.


ur c'hannad a zeuas da gavout Saül en ur lavarout: Hast buan ha deus, rak ar Filistined o deus aloubet ar vro.


David ne leze da vevañ na gwaz na maouez evit o c'has da C'had, dre ma lavare: Arabat dezho komz a-enep deomp en ur lavarout: Setu ar pezh en deus graet David. Hag e reas evel-se e-pad an holl amzer ma chomas e bro ar Filistined.


David a lavaras da Akish: Met petra am eus graet? Petra ac'h eus kavet ez servijer, abaoe an deiz ma'z on bet ganit betek hiziv, evit n'afen ket da stourm a-enep enebourien an aotrou va roue?


d'ar re a oa e Rakal, d'ar re a oa e kêrioù ar Jerakmeeliz, d'ar re a oa e kêrioù ar Genianed,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos