1 Samuel 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar lavar: Mat eo! Mont a ra mat pep tra evit da servijer, met mar bez fuloret, e ouezi ez eo an droug divizet eus e berzh. |
Hag ar roue, en e fulor, a savas eus ar fest hag a yeas e liorzh ar palez. Haman a chomas evit azgoulenn e vuhez digant ar rouanez Ester, rak gwelout a rae en doa divizet ar roue e goll.
Ar c'homzoù-se o deus plijet din. Kemeret em eus daouzek den eus ho touez, un den dre veuriad.
Saül a stlapas e c'hoaf outañ evit skeiñ warnañ. Neuze e ouezas Jonatan e felle d'e dad lakaat David d'ar marv.
Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?
Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.