Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.
1 Samuel 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a baoura hag a binvidika. Eñ a izela hag a uhela. |
Jehu a savas hag a yeas en ti. An den yaouank a skuilhas eoul war e benn hag a lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Da oleviñ a ran da roue war bobl an AOTROU, war Israel.
Ar binvidigezh hag an enor a zeu ac'hanout, mestr ez out war bep tra, an nerzh hag ar galloud a zo ez torn, ha da zorn eo a gresk hag a starta an holl draoù.
Ezekiaz en doe kalz a binvidigezhioù hag a c'hloar, hag e tastumas teñzorioù arc'hant, aour, mein prizius, louzoù frondus, skoedoù, hag a bep seurt traoù plijus.
Sevel a reas kêrioù, hag en doe deñved ha saout e-leizh, rak Doue en doa roet dezhañ madoù bras-meurbet.
hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!
taol d'an traoñ gant da sell an holl re lorc'hus, bruzun an holl re fallakr war al leurenn,
Rak n'eo ket eus ar sav-heol, nag eus ar c'huzh-heol, nag eus ar gouelec'h e teu ar savidigezh,
Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,
Holl wez ar parkeier a ouezo ez eo me an AOTROU am bo izelaet ar wezenn uhel, uhelaet ar wezenn izel, ha lakaet da zisec'hañ ar wezenn c'hlas ha da c'hlasaat ar wezenn sec'h. Me an AOTROU am eus komzet, hag ober a rin.