Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 2:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Rak AOTROU an armeoù en devo e zeiz, a-enep kement a zo lorc'hus ha rok, a-enep kement en em sav, evit e izelaat,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 2:12
42 Referencias Cruzadas  

Te a savete ar bobl c'hlac'haret, met da zaoulagad a izela ar re faeüs.


Perak na laka ket an Holl-C'halloudeg amzerioù a-du? Perak ar re a anavez anezhañ ne welont ket e zeizioù?


Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.


Te eo an hini a savete ar bobl c'hlac'haret, hag a izela daoulagad ar re faeüs.


An AOTROU a raio goap anezhañ, rak gwelout a ra e zeiz o tostaat.


Sav, barner an douar, ro o gopr d'ar re lorc'hus!


Pep den lorc'hus a galon a zo un euzhusted evit an AOTROU, koulz pe ziwezhat ne chomo ket digastiz.


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


Setu an Aotrou, AOTROU an armeoù, a ziskar ar brankoù gant nerzh; ar re vrasañ a vo torret, ar re uhelañ a vo izelaet.


Me a gastizo ar bed en abeg d'e fallagriezh, hag ar re zrouk evit o direizhder, lakaat a rin da baouez lorc'h ar re rok, hag e tiskarin balc'hder ar waskerien.


Huanadit rak deiz an AOTROU a zo tost. Dont a raio evel ur wasterezh a-berzh an Holl-C'halloudeg.


Setu, deiz an AOTROU a zeu, deiz kriz, deiz a fulor hag a gounnar entanet, evit degas ar vro en glac'har, evit distrujañ ar bec'herien.


Ha koulskoude ez out diskennet e lec'h ar marv, en donderioù ar poull.


AOTROU an armeoù eo an hini en deus divizet ar mennad-se, evit izelaat pep gloar lorc'hus, evit mezhekaat holl re vrasañ an douar.


En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.


An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.


Eñ eo an hini a gas ar briñsed da netra, hag a laka da vezañ evel mann barnerien an douar.


Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec'hiennoù, ha da zisec'hañ o holl c'hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec'hañ a rin ar stankoù.


An dud a vo digalonekaet, ar re vras a vo izelaet, daoulagad ar re lorc'hus a vo pleget.


evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,


Va hêrezh, hag e vo din ul labous liesliv? Al laboused a zo en-dro dezhi. Kit, dastumit holl loened ar parkeier, degasit anezho d'he debriñ.


Evel-henn e komz an AOTROU: Evel-se e vreinin lorc'h Juda ha lorc'h bras Jeruzalem.


Siwazh! An deiz-se a zo bras, ha n'eus ket bet unan heñvel outañ. Un amzer a enkrez eo evit Jakob, met dieubet e vo diouti.


An deiz-mañ a zo d'an AOTROU, da AOTROU an armeoù, un deiz a veñjañs evit en em veñjiñ eus e enebourien. Ar c'hleze a lonko hag en devo e walc'h, hag en em vezvo gant o gwad, rak un aberzh a vo d’an Aotrou AOTROU an armeoù e bro an hanternoz, war ribl stêr Eufratez.


Setu em eus droug ouzhit-te, lorc'hus, eme an Aotrou, AOTROU an armeoù, rak da zeiz a zo deuet, an amzer ma'z kastizin.


N'oc'h ket pignet war ar freuzoù, n'oc'h ket savet ur voger en-dro da di Israel, evit ma chomo start er brezel da zeiz an AOTROU.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Gwalleur d'ar re a c'hoanta devezh an AOTROU! Da betra e servijo deoc'h an devezh-mañ? Devezh an AOTROU a vo teñvalijenn ha nann sklêrijenn,


Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.


e lamin kêrioù da vro, hag e tiskarin da holl kreñvlec'hioù,


un deiz a shofaroù hag a c'halv-diwall a-enep ar c'hêrioù kreñv hag an tourioù uhel.


En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.


Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.


Setu ez an da gas deoc'h Elia ar profed, a-raok ma teuio deiz bras ha spontus an AOTROU.


Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


ra vo lakaet un hevelep den etre daouarn Satan, evit ma vo distrujet ar c’hig ha ma vo salvet ar spered e deiz an Aotrou Jezuz.


gouzout mat a rit hoc’h-unan penaos deiz an Aotrou a zeuio evel ul laer en noz.


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos